Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.
Sant Lucas 19:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha pa oa dija o tostaat d’an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oa o tostaad d’an disken euz Menez Olived, ar foul euz an diskibien, karget a levenez, a gommansaz meuli Doue a vouez huel evit an holl burzudou ho doa gwelet. |
Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.
Hag Ezekiaz hag an holl bobl a laouenaas eus m'en doa broudet Doue ar bobl evel-se, rak an dra a voe graet buan.
Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c’houlennas a-du digantañ:
Kerkent ec’h adkavas ar gweled, hag ec’h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
Unan all a zeuas hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn,
O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d’ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,
Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
Abalamour ivez m’en doa anavezet ar bobl penaos en doa graet ar mirakl-se e oant aet a-raok dezhañ.