36 Evel ma tremene, an dud a astennas o dilhad war an hent.
36 Hag evel ma tremene, kalz a astenne ho dillad var an hent.
Neuze e kemerjont a-hast pep hini e wiskamant, a lakajont dindanañ war uhel an diri, ha seniñ a rejont ar shofar en ur lavarout: Jehu a zo roue!
Tud e niver bras a astennas o dilhad war an hent, re all a droc’has brankoù gwez hag a c’holoas ganto an hent.
Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz. O vezañ lakaet o dilhad warnañ, e lakajont Jezuz da azezañ warno.
Ha pa oa dija o tostaat d’an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet.