Kanaouenn ar "Maalod". Setu, bennigit an AOTROU, c'hwi holl servijerien an AOTROU, hag en em zalc'h e ti an AOTROU e-pad an nozioù.
Sant Lucas 18:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar farizian, oc’h en em zerc’hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel‐hen enhan he‐unan: O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo‐ken evel ar publican‐ze; |
Kanaouenn ar "Maalod". Setu, bennigit an AOTROU, c'hwi holl servijerien an AOTROU, hag en em zalc'h e ti an AOTROU e-pad an nozioù.
bez' ez eus ur rumm a dud hag en em gred bezañ glan ha koulskoude n'eo ket gwalc'het eus e loustoni,
Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.
Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.
a lavar: Pella diouzhin! Na dosta ket ouzhin, rak ez on santeloc'h egedout! An traoù-se a zo ur vogedenn em fri, un tan a zev e-pad an holl zevezhioù.
Pelec'h emañ an doueoù ac'h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiñ en amzer da walleur. Rak da zoueoù, o Juda, a zo ken niverus ha da gêrioù!
Koulskoude e lavarez: Ya, didamall on! A-dra-sur, e tistroio e gounnar diouzhin. Setu ez an da varn ac'hanout war ar pezh a lavarez: Ne'm eus ket pec'het.
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Rak, me a lavar deoc’h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n’antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.
a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,