Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz.
Sant Lucas 17:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an Aotrou a lavaraz: Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor‐man: En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor; ar vezen a zentfe ouzoc’h. |
Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz.
Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar.
Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
Piv ac’hanoc’h, mar en deus ur servijer oc’h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol?
Redek a reas a-raok hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno.
Yann a c’halvas daou eus e ziskibien hag o c’hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c’houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec’hiañ ar menezioù, ma ne’m eus ket ar garantez, n’on netra.