An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhañ kement o doa graet ha kement o doa kelennet.
Sant Lucas 17:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An ebestel a lavaras d’an Aotrou: Kresk deomp hor feiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an ebestel a lavaraz d’an Aotrou: Cresk enomp ar feiz. |
An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhañ kement o doa graet ha kement o doa kelennet.
Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroù: Me a gred, Aotrou! Sikour ac’hanon em diskredoni!
Yann a c’halvas daou eus e ziskibien hag o c’hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.