Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?
Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e‐kenver egile,
o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.