Sant Lucas 17:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h, penaos en noz-se, eus daou a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a ran deoc’h, penaos en noz‐ze e vezo daou assambles en eur gwele; unan a vezo kemeret hag egile lezet; |
Na'm zilam ket gant ar re zrouk ha gant ar vicherourien a zireizhder, ar re a lavar komzoù a beoc'h d'o nesañ, petra bennak ma'z eus drougiezh en o c'halon.
Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.
Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec'hioù ma'z i.
Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.
an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,