Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Sant Lucas 17:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evel‐se e c’hoarvezo ive en devez ma c’happarisso Mab an den. |
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?
Ar pezh a c’hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c’hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den.
hag ne ouezjont netra betek ma teuas al liñvadenn-veur d’o c’has holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den.
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Rak, evel ma teu ul luc’hedenn da lugerniñ adalek ur penn pellañ eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz.
met en deiz ma’z eas Lot kuit eus Sodom, e kouezhas ur glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.
Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.
en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.
Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.
ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,
Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,
evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.
Met en em laouenait o vezañ ma hoc’h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c’hloar.
Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.
Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.
Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.