Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Rag‐se, o veza lakeat eur c’houriz var groazellou hoc’h intentamant, hag o veza sobr, gortozit gant eun esperans parfet ar c’hras a vezo digasset deoc’h da zonedigez Jesus‐Christ;

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 1:13
35 Referencias Cruzadas  

Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.


Elizea a lavaras da C'hehazi: Gouriz da zivgroazell, kemer va bazh ez torn, ha kae. Mar kavez unan bennak, n'en saludi ket, mar salud unan bennak ac'hanout, ne responti ket dezhañ, hag e lakai va bazh war zremm ar bugel.


Gouriz da lounezhi bremañ evel un den kalonek, rak da c'houlennata a rin hag am c'helenni.


Gouriz da lounezhi bremañ evel un den kalonek, rak da c'houlennata a rin hag am c'helenni.


Setu amañ penaos e tebrot anezhañ: ho tivgroazell gourizet, ho potoù-lêr en ho treid hag ho pazh en ho torn, hag e tebrot anezhañ a-dizh. Pask an AOTROU eo.


Ar reizhder a vo gouriz e zivgroazell, hag ar fealded gouriz e zaougostez.


Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.


Lavarout a reas dezho: It ivez da’m gwinieg hag e roin deoc’h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.


Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou.


Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den.


Ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ: Aoz koan din, en em c’houriz ha servij ac’hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec’h evi?


Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.


Rak ar grouadelezh a zo o c’hortoz gant ur c’hoant start ma vo diskuliet mibien Doue,


en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.


Bremañ eta, e chom an tri dra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez. Met ar brasañ anezho eo ar garantez.


Dalc’hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,


Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez gantañ er gloar.


ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,


Met te, bez aketus en holl draoù, o c’houzañv ar glac’haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti.


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Diwar-benn ar silvidigezh-se eo o deus enklasket hag imbourc’het pizh ar brofeded o deus profedet diwar-benn ar c’hras dlee dont ennoc’h,


met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h,


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.


Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.


Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos