Klaskit e levr an AOTROU ha lennit: Hini anezho ne vanko, nag an eil nag egile ne vo diank, rak e c'henoù eo en deus gourc'hemennet, e Spered eo a zastumo anezho.
Sant Lucas 16:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Abraham a respontas dezhañ: Bez’ o deus Moizez hag ar brofeded, ra selaouint anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Abraham a respontaz dezhan: Bez’ ho deuz Moises hag ar brofeted; ra zelaouint anezhe. |
Klaskit e levr an AOTROU ha lennit: Hini anezho ne vanko, nag an eil nag egile ne vo diank, rak e c'henoù eo en deus gourc'hemennet, e Spered eo a zastumo anezho.
D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.
Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.
Roet e voe dezhañ levr ar profed Izaia. O vezañ displeget al levr, e kavas al lec’h ma oa skrivet ennañ:
Rak e pep kêr, abaoe kalz a rummadoù, ez eus tud a brezeg Moizez, pa’z eo lennet pep sabad er sinagogennoù.
Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn?