Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.
Sant Lucas 14:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da’m digareziñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze en em lekejont holl a‐unan da ober digareziou. Ar c’henta a lavaraz dezhan: Me em euz prenet douar hag a rank mond d’he velet; da bedi a ran d’am escuzi. |
Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.
Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d’ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ.
Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediñ a ran da’m digareziñ.
Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d’ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.
petra bennak ma c’hellfen ivez en em fiziout er c’hig. Mar kred unan bennak en em fiziout er c’hig, me a c’hellfe c’hoazh muioc’h,
rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.
ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz.