Hag e komze eus distrujañ anezho, ma ne vije ket en em lakaet Moizez e zibabet ouzh ar freuz dirazañ, evit distreiñ e fulor, evit n'o dispennje ket.
Sant Lucas 13:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Respont a reas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c’hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Al labourer a respontaz: Aotrou, lez anezhi c’hoas ar bloaz‐man, ken am bezo toullet en‐dro dezhi, ha lakeat teil ganthi. |
Hag e komze eus distrujañ anezho, ma ne vije ket en em lakaet Moizez e zibabet ouzh ar freuz dirazañ, evit distreiñ e fulor, evit n'o dispennje ket.
Lavarout a reas: AOTROU , da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra gerzho an AOTROU en hon touez, rak ur bobl eo a c'houzoug reut, pardon hon direizhder hag hor pec'hed, hon dalc'h evel da hêrezh.
Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.
Hag e vo rentet an droug evit ar mad? Rak toullet o deus ur poull evit va ene. Dalc'h soñj em eus en em zalc'het dirazout evit komz evit o mad, hag evit distreiñ da gounnar diouto.
Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hêrezh d'an dismegañs ha da c'hoap ar broadoù. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloù: Pelec'h emañ o Doue?
Hag e lavaras d’ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc’h anezhi. Perak e talc’h lec’h en aner en douar?
N’eo mat nag evit an douar nag evit an teil. E deurel a reer er-maez. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.