Sant Lucas 13:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d’al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc’han da yac’haat hiziv ha warc’hoazh, ha d’an trede deiz e vo peurc’hraet ganin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe: It ha livirit d’al louarn‐ze: Setu aman, kas a ran kuit an drouk‐sperejou, hirio ha varc’hoas ec’h achuan da barea ar re glanv, hag an trede dervez e vezo peur‐achu d’in. |
He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.
Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon?
P’en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc’hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.
A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,
Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc’h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.