Sant Lucas 13:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se, e teuas d’e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac’hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Er memeus devez, unan‐benag euz ar Farizianed a zeuaz da lavaret dezhan: En em denn ac’hann, ha kea kuit; rag Herodes a glask da lakaad d’ar maro. |
Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc’h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,
O vezañ gouezet e oa eus dalc’h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se.
Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da soñjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,