Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
Sant Lucas 13:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Henvel eo ouz eun tam goell a vez kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzurad bleud, ken a vez go an toaz holl. |
Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ?
Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.
Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.