Sant Lucas 13:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E‐pad ma oa o komz evel‐se, he holl enebourien a zeue mêz dezhe, hag ar bobl holl a oa er joa abalamour d’an traou kaer a rea. |
Piv a zo eveldout e-touez an doueoù, o AOTROU? Piv a zo eveldout meurdezus e santelezh, din a veuleudioù, oc'h ober burzhudoù?
En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.
Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Kerkent ec’h adkavas ar gweled, hag ec’h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoù bras, o vezañ na gavent ket an tu d’o c’hastizañ, abalamour d’ar bobl, rak an holl a roe gloar da Zoue evit ar pezh a oa c’hoarvezet.
Met ne d-aint ket pelloc’h, rak o follentez a vo anavezet gant an holl evel ma voe ivez hini an daou-se.
en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.
o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.