Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 4:2
40 Referencias Cruzadas  

Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac'hanout.


Ar gwinizh a fonno er vro, war lein a menezioù. E frouezh a drouzo evel al Liban. Ar bobl a vleunio er c'hêrioù evel geot an douar.


Ober a ri da Aaron da vreur gwiskamantoù santel, evit e c'hloar hag e gaerder.


Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.


En deiz-se e vo kanet ar c'hantik-mañ e bro Juda: Ur gêr greñv hon eus, ar silvidigezh a vo lakaet enni evit moger-difenn hag evit ramparzh.


Un deiz Jakob a wrizienno, Israel a vleunio hag a daolo bountoù, hag e vo leuniet gant o frouezh dremm an douar.


Kas a raio glav war da had az po hadet ez touar, hag ar bara a roio da zouar a vo mat ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e pradoù bras.


Neñvoù, skuilhit ar glizh eus an nec'h, ra lakaio ar c'houmoul da zeverañ ar reizhder, ra zigoro an douar da zougen frouezh ar silvidigezh, ra ziwano ar reizhder ganti! Me an AOTROU a grou kement-se.


Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.


E-lec'h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.


Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.


Evel ma laka an douar da vountañ e ziwan, evel ma laka ul liorzh da greskiñ ar pezh a hader enni, evel-se an Aotrou AOTROU a lakaio ar reizhder hag ar veuleudi da greskiñ dirak an holl vroadoù.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.


ha den ne vano ha den ne dec'ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiñ da vro Juda, e-lec'h e fell d'o ene distreiñ da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec'hidi.


Ar re o devo tec'het eus ar c'hleze a zistroio eus bro Ejipt da vro Juda en niver bihan-meurbet, hag holl nemorant Juda, an holl re a zo deuet da vro Ejipt evit chom enni, a anavezo peseurt komz a vo sevenet, va hini pe o hini.


Me a savo dezho ur blantadeg brudet, ne varvint ken gant an naon er vro, ne zougint ken dismegañs ar broadoù.


Ha c'hwi menezioù Israel, e lakaiot ho skourroù da greskiñ hag e roiot ho frouezh evit va fobl Israel, rak an traoù-se a zo prest d'en em gavout.


Ar re a zo en em dennet a dec'ho, hag e vint heñvel ouzh koulmed an traoniennoù war ar menezioù, an holl o huanadiñ, pep hini evit e zireizhder.


Hag e c'hoarvezo ma vo salvet piv bennak a c'halvo anv an AOTROU, rak ar silvidigezh a vo war Venez Sion hag e Jeruzalem, evel m'en deus lavaret an AOTROU, hag e-touez an nemorant a vo galvet gant an AOTROU.


En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.


Met war venez Sion e vo tud chomet bev, santel e vo, ha ti Jakob a berc'henno ar pezh a zo dezhañ.


Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.


Komz dezhañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu un den a zo Diwan e anv, a ziwano eus e lec'h hag a savo templ an AOTROU.


Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.


Din-me e vint eme AOTROU an armeoù, en deiz a gempennan e vint va dalc'h. Hag ec'h espernin anezho, evel ma espern un den e vab a servij anezhañ.


Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.


Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.


Rak n’eo ket oc’h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc’h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos