Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En deiz-se e krogo seizh gwreg en ur gwaz hepken, o lavarout: Ni a zebro hor bara hag en em wiskimp eus hon dilhad, ra dougimp hepmuiken da anv, laka hon dismegañs da baouez!

Ver Capítulo Copiar




Izaia 4:1
15 Referencias Cruzadas  

Koñseviñ a reas hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Doue en deus lamet va mezhegezh.


Ha Mikal merc'h Saül n'he doe ket a vugale betek deiz he marv.


En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.


Lakaat a rin un den priziusoc’h eget aour fin, ur mab-den muioc'h eget aour Ofir.


En deiz-se an den a sello ouzh an Hini en deus graet anezhañ, hag a zroio e zaoulagad etrezek Sant Israel.


An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Neuze un den a grogo en e vreur e ti e dad: Te ac'h eus ur vantell, bez hor penn, kemer ez torn an dismantroù-mañ!


Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.


Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont.


Evel-se eo en deus graet an Aotrou em c’heñver, en deizioù-mañ m’en deus sellet ouzhin evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.


Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma’c’h erruo an holl draoù a zo skrivet.


Ar re-se a bedomp hag a aliomp start dre hon Aotrou Jezuz-Krist, da labourat gant peoc’h evit debriñ o bara o-unan.


Hag he c'hevezerez he glac'hare c'hwerv bras evit he fuloriñ, dre m'en doa serret an AOTROU he mammog.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos