Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An hini a vano e Sion, an hini a vo chomet en nemorant eus Jeruzalem, a vo anvet santel, ar re holl eus Jeruzalem a zo bet enskrivet da vevañ,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 4:3
33 Referencias Cruzadas  

Laka direizhder war o direizhderioù, ha ra n'o devo lod ebet en da reizhder.


O niveriñ ar pobloù, an AOTROU a skrivo: Aze eo int bet ganet.  Ehan


Sion a vo dasprenet dre ar varnedigezh, hag ar re en em zistroio dezhi, dre ar reizhder.


En deiz-se e vo AOTROU an armeoù ur gurunenn skedus hag un talgen a c'hloar evit an nemorant eus e bobl,


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c'hwi holl nemorant ti Israel; en em vec'hiet on ac'hanoc'h adalek ar c'hof, ho touget em eus abaoe ar mammog.


Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.


Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n'eo ket dilezet.


Va dorn a vo war ar brofeded o deus gweledigezhioù aner ha diouganoù touellus. Ne gemerint ken perzh e bodadenn va fobl, ne vint ken enskrivet war varilhoù ti Israel, ned aint ken war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.


Setu lezenn an ti: War lein ar menez, e holl dakad bevennet a zo santel-meurbet. Evel-se eo lezenn an ti.


Gouzout a reot ez on an AOTROU ho Toue a zo o chom e Sion, menez va santelezh. Ha Jeruzalem a vo santel, hag an diavaezidi ne dremenint ken enni.


Met war venez Sion e vo tud chomet bev, santel e vo, ha ti Jakob a berc'henno ar pezh a zo dezhañ.


Dastum a rin an holl vroadoù a-enep Jeruzalem evit ober brezel dezhi, hag ar gêr a vo kemeret, an tiez a vo skrapet, ar gwragez a vo gwallet, un hanter eus kêr a yelo en harlu, met un nemorant eus ar bobl ne vo ket lamet eus kêr.


Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.


Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù.


Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c’her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d’ar vuhez peurbadus a gredas.


Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n’o deus ket pleget o glin dirak Baal.


Bez’ ez eus ivez eta en amzerioù-mañ un nemorant a zo bet miret hervez dibaberezh ar c’hras.


Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,


Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.


Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,


Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.


Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.


Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.


An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos