Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 4:4
29 Referencias Cruzadas  

Pa zeuas Natan ar profed d'e gavout, goude ma voe aet David war-zu Bat-Sheba.


Deuit er-maez, merc'hed Sion, sellit ouzh ar Roue Salomon gant ar gurunenn he deus lakaet e vamm war e benn da zeiz e zimeziñ, da zeiz levenez e galon.


Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.


Lakaat a rin va dorn warnout, teuziñ a rin da vergl evel gant kali, hag e lamin kuit da holl staen.


An den kreñv a vo stoub, e oberoù a vo ur fulenn, an eil hag egile a zevo a-unan, ha ne vo den da lazhañ an tan.


Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.


ur spered a varnedigezh evit an hini a zo azezet war gador ar varnedigezh, hag un nerzh evit ar re a gas en-dro an enebour o stourm outo ouzh an nor.


Regiñ a reer a-zehou hag o devo naon, lonkañ a reer a-gleiz ha n'o devo ket o gwalc'h, pep hini a zebro kig e vrec'h.


Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.


Da chomlec'h a zo e-kreiz an touellerezh, dre o zouellerezh eo e nac'hont va anavezout, eme an AOTROU.


He saotradur a oa e pleg he sae, n'eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n'he frealz. Sell, AOTROU, va glac'har! An enebour a gemer lorc'h.


Da stlabezañ a rin e-touez ar broadoù, da strewiñ a rin e meur a vro, hag e tilamin da saotradur diouzhit.


Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.


Ho tieubiñ a rin eus hoc'h holl loustoni, hag e c'halvin ar gwinizh, hag e kreskin anezhañ, ne gasin ken an naonegezh warnoc'h.


Hag e c'hlanain o gwad na'm boa ket glanaet, hag an AOTROU a vo o chom e Sion.


Gwalleur d'ar gêr disent ha saotret, d'ar gêr na ra nemet gwaskañ!


En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos