Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 War holl dachennad Menez Sion, ha war e vodadegoù, e krouo an AOTROU ur goabrenn hag ur vogedenn e-pad an deiz, ha sked un tan flammus e-pad an noz, rak ar c'hloar a warezo an holl.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 4:5
25 Referencias Cruzadas  

O renet ec'h eus war an deiz dre ur golonenn a goabrenn, hag en noz dre ur ar golonenn a dan, evit sklêrijennañ an hent a dleent kerzhout warnañ.


Astenn a reas ar goabrenn d'o goleiñ, hag an tan d'o sklêrijennañ en noz.


Meulit an AOTROU! Me a veulo an AOTROU eus kreiz va c'halon, e kuzul an dud reizh hag er vodadeg


Ren a reas anezho e-pad an deiz dre ar goabrenn, hag e-pad an noz dre sklêrijenn an tan.


Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.


Rak piv a zo heñvel ouzh an AOTROU el lec'hioù neñvel? Piv a zo heñvel ouzh an AOTROU e-touez mibien an doueed?


Met c'hoarvezout a reas, da veilhadenn ar mintin, penaos an AOTROU er golonenn a dan hag a goabrenn a sellas ouzh kamp an Ejipsianed hag a lakaas an dizurzh.


Gloar an AOTROU a chomas war Venez Sinai hag ar goabrenn en goloas e-pad c'hwec'h devezh. D'ar seizhvet devezh e c'halvas Moizez a-greiz ar goabrenn.


Ober a ri an tabernakl gant dek pallenn lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, gant cherubined a ri evel un oberenn arzour.


Ober a ri pallennoù blev girvi, evit servijañ da deltenn war an tabernakl. Ober a ri unnek pallenn evel-se.


Va fobl a vo o chom en un annez peoc'hus, e tiez sur, e lec'hioù diskuizhus ha sioul.


Sell ouzh Sion, kêr hor gouelioù; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec'h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoù, ha na vo ket torret he c'hordennoù.


Diwall a rin kêr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.


Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n'emañ ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar.


Sav, bez sklêrijennet, rak deuet eo da sklêrijenn, ha gloar an AOTROU a zo savet warnout.


Rak setu, an deñvalijenn a c'holoio an douar hag an noz ar pobloù, met warnout e savo an AOTROU ha warnout en em ziskouezo e c'hloar.


Rak e-lec’h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c’hreiz.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos