6 Ne c’helljont ket respont dezhañ war gement-se.
6 Ha ne helljont ket respont dezhan var gement‐se.
Ha den ne c’hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.
Ne c’helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.
Ha ne gredent ken goulenn netra outañ.
rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.
Ne c’helljont ket herzel ouzh ar furnez hag ar Spered a rae dezhañ komz.