Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.
Sant Lucas 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N’ho pet ket aon eta, c’hwi a dalvez muioc’h eget kalz a c’holvaned. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bleo ho pen zo‐ken a zo countet holl; n’ho pezet ket eta a aoun, c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned. |
Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.
a gelenn ac'hanomp gwelloc'h eget loened an douar, hol laka da vezañ furoc'h eget laboused an neñvoù?
E c'hraet ec'h eus un tamm izeloc'h eget an aeled, e gurunet ec'h eus a c'hloar hag a enor,
Pegement e dalv muioc’h un den eget un dañvad! Dre-se e c’heller ober vat d’an deizioù sabad.
Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc’h egeto?
Pediñ a ran ac’hanoc’h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiñ, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac’hanoc’h.
Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.