Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 14:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 14:11
18 Referencias Cruzadas  

Abram a lavaras da roue Sodom: Sevel a ran va dorn etrezek an AOTROU Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar,


Mar gwallgasez va merc'hed ha mar kemerez gwragez all nemet va merc'hed, setu, n'eus den ganeomp met Doue a vo test etrezon-me ha te!


Ar roue a respontas: Degas din an hini a gomzo ez enep, ha biken ne stoko ouzhit a-nevez.


Ar vaouez a lavaras: Me az ped ma vo lavaret ur ger c'hoazh gant da servijerez d'ar roue va aotrou. Hag e respontas: Komz!


Neuze e lavaras ar roue da Joab: Setu bremañ, te eo ec'h eus renet an afer-mañ. Kae eta, ha laka an den yaouank Absalom da zistreiñ.


Salomon a lavaras: Ma en em ren evel un den kenañ, ne gouezho ket ur vlevenn dezhañ d'an douar, met ma en em gav droug ennañ, e varvo.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


Ar veñjer-gwad eo a lakaio ar muntrer da varv; pa en em gavo gantañ, e lakaio anezhañ d'ar marv.


pe en deus e skoet gant e zorn dre enebiezh, ha ma varv, a-dra-sur an hini en deus skoet a vo lakaet da varv, ur muntrer eo. Ar veñjer-gwad a lakaio ar muntrer da varv pa en em gavo gantañ.


hag en em gav gantañ ar veñjer-gwad er-maez eus harzoù e gêr-repuiñ, hag e lazh ar veñjer-gwad ar muntrer, ne vo ket kablus a wad,


Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet.


Pediñ a ran ac’hanoc’h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiñ, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac’hanoc’h.


Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.


Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.


Saül a douas dezhi dre an AOTROU o lavarout: An AOTROU a zo bev! Ne c'hoarvezo droug ebet ganit en abeg da gement-se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos