Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.
Sant Lucas 12:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus ar zervicherien‐ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en‐dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he‐unan d’ho zervicha. |
Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.
Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.
An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.
Bezit evel tud a c’hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal.
Ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ: Aoz koan din, en em c’houriz ha servij ac’hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec’h evi?
Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.
Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N’eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij.
Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.
Met evel ma’z eo skrivet: Bez’ int traoù n’en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n’int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ.
Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c’hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc’h din,
hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.
Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.
Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.
rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec’ho pep daeraouenn eus o daoulagad.