Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 1:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c’hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc’h din,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Rag gwasket oun a bep tu, o veza ma em euz c’hoant da guitaad ha da veza assambles gant ar C’hrist, ar pez a vefe kalz gwelloc’h d’in;

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 1:23
24 Referencias Cruzadas  

David a respontas da C'had: Me a zo en un enkrez bras. Ra gouezhin bremañ etre daouarn an AOTROU, rak e drugarezioù a zo bras, ha ma ne gouezhin ket etre daouarn an dud.


Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn.


Bountet int da lec'h ar marv evel un tropell, hag ar marv a gavo paskadur enno. Ar re reizh a reno warno adalek ar beure, o c'haerder a vo kuzumet e lec'h ar marv, pell eus o chomlec'hioù.


Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc’hraet!


Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.


An den a oa aet kuit an diaouled anezhañ en pedas d’e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a lakaas anezhañ da vont en-dro o lavarout:


Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.


A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.


Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec’h deoc’h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec’h m’emaon e viot c’hwi ivez.


Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.


Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!


Bez’ omp leun a fiziañs, hag e karomp gwelloc’h kuitaat ar c’horf-mañ ha chom e-kichen an Aotrou.


N’oc’h ket war enk ennomp, met emaoc’h war enk en ho kreizon hoc’h-unan.


met talvoudusoc’h e vefe deoc’h e chomfen er c’hig.


C’hwi hoc’h-unan a oar a-dra-sur, breudeur, penaos hon donedigezh en ho touez n’eo ket bet difrouezh.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d’en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou.


Rak me a ya da vezañ aberzhet hag amzer va disparti a dosta.


Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos