David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi.
Leviegezh 9:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Degas a rejont ar pezh en doa gourc’hemennet Moizez dirak teltenn an engalv, hag an holl vodadenn a dostaas hag en em zalc’has dirak an AOTROU. |
David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi.
An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.
Moizez a lakaas ar bobl da vont kuit eus ar c'hamp a-ziarbenn da Zoue, hag e chomjont en o sav e traoñ ar menez.
ur c’hole hag un tourz evit un aberzh a drugarekadennoù, evit aberzhiñ dirak an AOTROU, hag un donezon mezet gant eoul, rak hiziv an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.
Moizez a lavaras: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober, ha gloar an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.
Dastum ar bobl, gwazed, gwragez, bugale, hag an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoù, evit ma klevint ha ma teskint doujañ an AOTROU ho Toue, ha ma virint holl gomzoù al lezenn-mañ ha ma raint diouto.