An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Leviegezh 8:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwalc’hiñ a reas en dour ar bouzelloù hag an divhar, ha Moizez a lakaas da vogediñ an tourz en e bezh war an aoter. Ul loskaberzh e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. |
An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Ne zebrot netra hanter-boazh na bervet en dour, met ra vo rostet en tan, e benn kenkoulz hag e dreid hag e vouzelloù.
Lakaat a ri da vogediñ an tourz a-bezh war an aoter. Ul loskaberzh eo d'an AOTROU , ur c'hwezh dudius, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU .
Moizez a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ; ober a reas evel-se.
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Regiñ a raio anezhi dre he divaskell hep o rannañ, hag an aberzhour a lakaio al labous da vogediñ war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
An aberzhour a savo diwar an donezon an eñvor hag a lakaio anezhañ da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Moizez a lakaas mibien Aaron da dostaat, hag e lakaas dezho tonegoù, e c’hourizas anezho gant gourizoù hag e stagas dezho mintroù, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
e lakaas an diarenn war e benn, e lec’hias war ziaraog an diarenn, war e dal, an talgen, ar gurunenn santel, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.