Leviegezh 8:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 e lakaas an diarenn war e benn, e lec’hias war ziaraog an diarenn, war e dal, an talgen, ar gurunenn santel, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
Setu ar gwiskamantoù a raint: Ur gwisk-bruched, un efod, ur sae, un doneg brodet, un diarenn hag ur gouriz. Ober a raint gwiskamantoù santel da Aaron da vreur ha d'e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien.
Gwalc’hiñ a reas en dour ar bouzelloù hag an divhar, ha Moizez a lakaas da vogediñ an tourz en e bezh war an aoter. Ul loskaberzh e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
Ha me a lavar: Ra vo lakaet un diarenn naet war e benn! Hag e voe lakaet un diarenn naet war e benn, ha gwisket dezhañ dilhad. Ael an AOTROU en em zalc'he eno.