Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 1:13
15 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.


Ober a reas dek kirin, hag e lakaas pemp anezho a-zehou ha pemp a-gleiz, evit gwalc'hiñ. Gwalc'hiñ a raent enno ar pezh a oa evit al loskaberzhoù. Ar mor a oa evit gwalc'hidigezh an aberzhourien.


Ur gambr a oa hag he dor a zigore ouzh postoù an dorojoù; eno e veze gwalc'het al loskaberzhoù.


Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Donezon ebet kinniget d’an AOTROU ne vo graet gant goell, rak ne lakaiot netra da vogediñ gant goell pe gant mel evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.


E degas a raio d’an aberzhourien, mibien Aaron; kemer a raio un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs; an aberzhour a lakaio an eñvor a gement-se da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Mibien Aaron a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter, a-us d’al loskaberzh a vo war ar c’hoad lakaet en tan. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


Setu lezenn an donezon: Mibien Aaron e ginnigo dirak an AOTROU, a-dal d’an aoter.


Gwalc’hiñ a reas en dour ar bouzelloù hag an divhar, ha Moizez a lakaas da vogediñ an tourz en e bezh war an aoter. Ul loskaberzh e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


ha pa reot ur prof dre an tan d'an AOTROU, ul loskaberzh, un aberzh evit seveniñ ur gouestl pe ur prof a-youl-vat, pe en ho kouelioù, evit leuskel ur c'hwezh dudius d'an AOTROU gant loened bras pe gant loened bihan,


an hini a ginnigo e brof d'an AOTROU, a ginnigo un donezon eus un dekvedenn flour bleud mezet gant ur c'hard hin eoul,


E penn-kentañ ho mizioù, e kinnigot ul loskaberzh d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,


Kinnig a ri an oan all etre an daou abardaez; kinnig a ri an hevelep donezon gant hini ar beure hag an hevelep evadkinnig, ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.


Kinnig a ri da loskaberzhoù, kig ha gwad, war aoter an AOTROU da Zoue; gwad da aberzhoù all a vo skuilhet war aoter an AOTROU da Zoue, hag e tebri ar c'hig.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos