An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv
Leviegezh 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kinniget e vo ul lodenn eus ar prof evel prof savet d’an AOTROU, hag e vo kement-se evit an aberzhour en devo skuilhet gwad an aberzh a drugarekadennoù. |
An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv
Roet em eus dit an holl brofoù savet e-touez an traoù santel a ginnigo mibien Israel d'an AOTROU, dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Un emglev holen eo ha da viken dirak an AOTROU, evidout hag evit da lignez ganit.
O c'hemer a reot diwar o hanter, hag e roi anezho da Eleazar an aberzhour evel prof savet d'an AOTROU.
Moizez a roas da Eleazar an aberzhour an taos-mañ evel prof savet d'an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Sellit ouzh Israel hervez ar c’hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n’o deus ket kenunvaniezh gant an aoter?
e resevo evit boued ul lodenn heñvel ouzh hini ar re all, ouzhpenn ar pezh a c'hellfe bezañ gwerzhet eus madoù e dadoù.