Kemer a ri eus gwad ar c'hole, en lakai gant da viz war gerniel an aoter, hag e skuilhi an holl wad ouzh troad an aoter.
Leviegezh 4:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter. |
Kemer a ri eus gwad ar c'hole, en lakai gant da viz war gerniel an aoter, hag e skuilhi an holl wad ouzh troad an aoter.
An AOTROU en em blij ennañ en abeg d'e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.
Lakaat a raio gwad war gerniel an aoter a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho an holl wad ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.
An aberzhour a gemero gant e viz eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad aoter al loskaberzhoù.
An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.
An aberzhour a lakaio gwad war gerniel aoter an ezañs a c’hwezh-vat a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho holl wad ar c’hole ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.
hag a sparfo gwad an aberzh-dic’haouiñ ouzh bevenn an aoter; an nemorant eus ar gwad a vo skuilhet ouzh troad an aoter. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.
Moizez en lazhas, a gemeras ar gwad, en lakaas gant e viz war gerniel an aoter hag en-dro dezhi, a c’hlanas an aoter, a skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter, hag a santelaas anezhi evit ober dic’haou warni.
Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, hag e soubas e viz er gwad, e lakaas dioutañ war gerniel an aoter hag e skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter.
A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.