ar re-mañ a reas gouestl da gas kuit o gwragez ha da ginnig un tourz evel aberzh a gablusted;
Leviegezh 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar d-eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus, |
ar re-mañ a reas gouestl da gas kuit o gwragez ha da ginnig un tourz evel aberzh a gablusted;
En deiz-se, ar priñs a ginnigo evitañ hag evit holl bobl ar vro ur c'hole evel aberzh-dic'haouiñ.
Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.
Daou vouc’h a zegemero digant bodadenn mibien Israel evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.
Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.
Mar en deus pec’het unan bennak en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, e vo kablus hag e tougo e zireizhder.
mar en deus pec’het evel-se, e vo kablus, hag e rento an dra laeret gantañ, pe ar pezh en deus kemeret dre douell, pe ar pezh a zo bet fiziet ennañ, pe an dra gollet en deus kavet,
Pa n'ho po ket graet diratozh an holl c'hourc'hemennoù-se en deus roet an AOTROU da Voizez,
Evel-se piv bennak a zebro eus ar bara-mañ pe a evo eus hanaf an Aotrou en un doare dizereat a vo kablus e-keñver korf ha gwad an Aotrou.
me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,
Israel en deus pec'het. Torret o deus va emglev am boa gourc'hemennet dezho, kemeret o deus diwar an traoù lakaet da verz, laeret o deus, lavaret o deus gevier, lakaet o deus anezho en o fakadoù.