Setu amañ penaos ez aio Aaron el lec’h santel: gant ur c’hole yaouank evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.
Leviegezh 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: |
Setu amañ penaos ez aio Aaron el lec’h santel: gant ur c’hole yaouank evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.
Mar d-eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,
Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,
Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan.