Leviegezh 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,
Abimelek a c'halvas ivez Abraham hag a lavaras: Petra ac'h eus graet deomp? Hag e petra em eus manket dit, ma ec'h eus lakaet da zont warnon ha war va rouantelezh ur pec'hed ken bras? Graet ec'h eus em c'heñver traoù na dleer ket ober.
Na lez ket da c'henoù da'z lakaat da bec'hiñ, ha na lavar ket dirak kannad Doue ez eo dre zievezh. Perak e fulorfe Doue en abeg da'z mouezh, hag e tistrujfe oberoù da zaouarn?
Mar d-eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,
Mar d-eo ur penn-bras an hini en deus pec’het, en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU e Zoue un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,
Mar d-eo unan bennak eus ar bobl an hini en deus pec’het diratozh, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,
Jonatan n'en doa ket klevet p'en doa e dad lakaet ar bobl da douiñ. Hag ec'h astennas penn e vazh en doa en e zorn, en soubas en un direnn vel, hag e kasas e zorn d'e c'henoù; hag e zaoulagad a voe sklaeraet.