mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.
hag e lavaras da Aaron: Kemer ul leue yaouank evit un aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit ul loskaberzh, an eil hag egile disi, ha kinnig anezho dirak an AOTROU.