Leviegezh 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Mibien Aaron a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter, a-us d’al loskaberzh a vo war ar c’hoad lakaet en tan. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
En deiz-se, ar roue a santelaas kreiz al leurenn a oa dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoù, an donezonoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù, rak an aoter arem a oa dirak an AOTROU a oa re vihan evit kenderc'hel al loskaberzhoù, an donezonoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù.
Goude e prientjont ar pezh a oa evito o-unan hag evit an aberzhourien, rak an aberzhourien mibien Aaron a voe dalc'het betek an noz da ginnig al loskaberzhoù hag al lardoù. Setu perak al Levited a brientas evito o-unan hag evit an aberzhourien mibien Aaron.
Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.
Lakaet hoc'h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrañ va zi, kinniget hoc'h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc'h eus va emglev gant hoc'h holl euzhusterioù.
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Regiñ a raio anezhi dre he divaskell hep o rannañ, hag an aberzhour a lakaio al labous da vogediñ war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.
An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.
An tan war an aoter a vo dalc’het enaouet enni, ne varvo ket. An aberzhour a enaouo enni koad bep beure, a renko al loskaberzh war an tan hag a lakaio da vogediñ lard an aberzhoù a drugarekadennoù.
Met ne zaspreni ket kentañ-ganet ar vuoc'h, na kentañ-ganet an dañvadez, na kentañ-ganet ar c'havr, ar re-se a zo traoù santel. Skuilhañ a ri o gwad war an aoter hag e lakai o lard da vogediñ, ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.