ra gemero an aberzhourien anezhañ, pep hini digant a re a anavez, evit dresañ toulloù-freuz an ti, e pep lec'h ma vo kavet toulloù-freuz.
Leviegezh 27:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz da vibien Israel ha lavar: Pa en devo graet un den ur gouestl, ar pezh a zo un dra vras, mar d-eo tud, e vint evit an AOTROU hervez da brizadur. |
ra gemero an aberzhourien anezhañ, pep hini digant a re a anavez, evit dresañ toulloù-freuz an ti, e pep lec'h ma vo kavet toulloù-freuz.
Rak dont a ra an huñvreoù eus prederioù niverus, hag ar mouezh diskiant eus komzoù niverus.
Neuze Israel a reas ur gouestl d'an AOTROU hag a lavaras: Mar roez ar bobl-se da'm dorn, e lakain o c'hêrioù da verz.
Pa en devo graet un den ur gouestl d'an AOTROU, pe en devo dre le lakaet un ere war e ene, ne dorro ket e gomz, ober a raio hervez ar pezh en devo lavaret e c'henoù.
Komz da vibien Israel ha lavar: Pa vo ur paotr pe ur wreg en em lakaet a-du d'ober ur gouestl a Nazeread evit en em ouestlañ d'an AOTROU,
Pa'z i e gwinienn da nesañ, e c'helli debriñ rezin hervez da naon ha da c'hoant, met ne lakai ket dioutañ en ur baner.
A-benn daou viz e tistroas da gavout he zad, hag e reas ganti ar gouestl en doa graet. N'he doa anavezet den ebet. Ac'hane e teu ar c'hiz en Israel,
Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.
Evel-se e prestan anezhañ d'an AOTROU , prestet e vo d'an AOTROU evit holl zeizioù e vuhez. Hag e stoujont eno dirak an AOTROU .