Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,
Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU .
An holl aour a oa implijet evit al labour, en holl labourioù ar santual, hag a oa aour ar profoù, a oa nav zalant warn-ugent ha seizh kant tregont sikl, hervez sikl ar santual.
Pa santelaio unan bennak e di evit bezañ santel evit an AOTROU, an aberzhour a raio ar prizadur hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a chomo hini an aberzhour.
Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.
Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted dirak an AOTROU un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur, evel aberzh a gablusted;
Ar re da zasprenañ a vo dasprenet adalek an oad eus ur miz hervez da brizadur, pemp sikl arc'hant, hervez sikl ar santual a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g).