Graet o doa dezho peulioù hag Asheraoù war bep krec'hienn ha dindan pep gwezenn c'hlas.
Leviegezh 26:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne reot deoc’h idol ebet, ne savot na skeudenn kizellet na delwenn, ne lakaiot ket a vaen gant tresadennoù livet en ho pro, evit en em stouiñ dirazo. Me eo an AOTROU ho Toue. |
Graet o doa dezho peulioù hag Asheraoù war bep krec'hienn ha dindan pep gwezenn c'hlas.
O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.
Kerzhet o doa e reolennoù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel, hag e reolennoù o doa diazezet rouaned Israel.
Ra vo mezhek an holl re a servij ar skeudennoù, hag ar re a denn gloar eus an idoloù! C'hwi, holl zoueoù, stouit dirazañ!
Ne stoui ket dirak o doueoù ha ne serviji ket anezho, ne heuilhi ket o oberoù, met o distrujañ a ri holl hag e freuzi o delwennoù.
En deiz-se e taolo un den d'ar gozed ha d'al logod-dall, e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, en doa graet dezhañ evit o azeuliñ.
N’en em droit ket etrezek an idoloù ha ne rit ket deoc’h doueoù teuzet. Me eo an AOTROU ho Toue.
Rak din-me eo mibien Israel sklavourien, bez’ ez int va sklavourien am eus tennet eus bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.
An hini eus mibien Aaron a ginnigo gwad ha lard an aberzh a drugarekadennoù, en devo ar skoaz dehou evel lodenn,
e kasot kuit dirazoc'h holl dud ar vro, e tistrujot o holl skeudennoù, e tistrujot o holl zelwennoù teuzet, e tismantrot o holl uhellec'hioù,
O vezañ eta eus lignez Doue, ne dleomp ket krediñ ez eo an doueelezh heñvel ouzh aour pe ouzh arc’hant pe ouzh maen, kizellet gant arz hag ijin an den.
Milliget ra vo an den a ra ur skeudenn gizellet pe teuzet, a zo un euzhusted d'an AOTROU, labour daouarn ur micherour a laka anezhi en ul lec'h kuzh! Hag an holl bobl a responto o lavarout: Amen!
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.
Mibien Dan a savas ar skeudenn gizellet, ha Jonatan mab Gershom, mab Manase, eñ hag e vibien, a voe aberzhourien evit meuriad Dan, betek deiz harlu ar vro.