o lakaat da vogediñ evit an AOTROU, bep mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoù hag an ezañs a c'hwezh-vat. Ar baraoù a ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour gant e lampoù bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.
Er-maez eus ar ouel a zo dirak an Testeni, e teltenn an engalv, e ficho anezhañ Aaron adalek an abardaez betek ar beure, dirak an AOTROU, dalc’hmat. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.