An deiz-se a vo un eñvoradur evidoc'h, c'hwi en lido evel ur gouel d'an AOTROU a rummadoù da rummadoù. En lidot evel ur gourc'hemenn peurbadus.
Leviegezh 23:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D’ar pemzekvet deiz eus ar miz e vo gouel ar bara hep goell evit an AOTROU; debriñ a reot bara hep goell e-pad seizh devezh. |
An deiz-se a vo un eñvoradur evidoc'h, c'hwi en lido evel ur gouel d'an AOTROU a rummadoù da rummadoù. En lidot evel ur gourc'hemenn peurbadus.
Mirout a ri: - Gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc'hemennet dit en amzer miz Abib, rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt, ha ne zeuior ket en goullo dirak va dremm.
Mirout a ri gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc'hemennet dit en amzer miz Abib, rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt.
Ne zebri ket bara goet; e-pad seizh devezh e tebri bara hep goell, bara ar glac'har, rak aet out kuit buan eus bro Ejipt; evel-se e vo evit ma ez po soñj eus an deiz ma'z out aet kuit eus bro Ejipt, holl zeizioù da vuhez.
E-pad c'hwec'h devezh e tebri bara hep goell. D'ar seizhvet deiz, ho po ur vodadeg veur d'an AOTROU, ne ri labour ebet.