Mirout a ri: - Gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc'hemennet dit en amzer miz Abib, rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt, ha ne zeuior ket en goullo dirak va dremm.
Ar c’hentañ deiz eus gouel ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Pelec’h e c’hoantaez e kempennfemp evidout pred ar Pask?
Ar c’hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec’h e c’hoantaez ez afemp da gempenn dit ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask?