Mirout a ri: - Gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc'hemennet dit en amzer miz Abib, rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt, ha ne zeuior ket en goullo dirak va dremm.
Mirout a ri gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc'hemennet dit en amzer miz Abib, rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt.
Ne zebri ket bara goet; e-pad seizh devezh e tebri bara hep goell, bara ar glac'har, rak aet out kuit buan eus bro Ejipt; evel-se e vo evit ma ez po soñj eus an deiz ma'z out aet kuit eus bro Ejipt, holl zeizioù da vuhez.