Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.
Leviegezh 22:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz da Aaron ha d’e vibien, ha da holl vibien Israel, ha lavar: Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez a ginnigo un aberzh d’an AOTROU, evit ur gouestl pe evel prof a youl vat kinniget e loskaberzh d’an AOTROU, |
Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.
Rak n'en deus ket disprizet na dismegañset glac'har an hini glac'haret, n'en deus ket kuzhet e zremm outañ, met e selaouet en deus pa grie dezhañ.
Bez' ho po un oan disi, ur par, ganet er bloaz. E gemer a reot a-douez an deñved pe a-douez ar givri.
Pa ez po graet ur gouestl da Zoue, na zale ket d'en seveniñ, rak ne gemer ket plijadur en tud diskiant. Seven eta ar gouestl az po graet.
Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.
Komz da vibien Israel ha lavar: Pa raio unan bennak ac’hanoc’h ur prof d’an AOTROU, e raio e brof eus al loened, loened bras pe loened bihan.
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a chaseo hag a gemero ul loen pe ul labous a c’hell bezañ debret, a skuilho e wad hag en goloio gant poultr,
Ouzhpenn-se e virot sabadoù an AOTROU, e reot ho tonezonoù, ho kouestloù, ho profoù a youl vat a roit d’an AOTROU.
Mar d-eo aberzh unan bennak ur prof evit ur gouestl pe ur prof a youl vat, debret e vo en deiz ma kinnigo e aberzh, hag an nemorant a vo debret betek an deiz war-lerc’h.
Lakait da vogediñ un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoù a youl vat hag o disklêriit! Rak eno emañ ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.
Un doujañs vras e-keñver an AOTROU a grogas en dud-mañ, hag e kinnigjont aberzhoù d'an AOTROU hag e rejont gouestloù.
Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.
Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.
ha pa reot ur prof dre an tan d'an AOTROU, ul loskaberzh, un aberzh evit seveniñ ur gouestl pe ur prof a-youl-vat, pe en ho kouelioù, evit leuskel ur c'hwezh dudius d'an AOTROU gant loened bras pe gant loened bihan,
Paol, goude bezañ c’hoazh chomet e Korint pell a-walc’h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc’het rak graet en doa ur gouestl.
Ne c'helli ket debriñ e-barzh da zorojoù deog da winizh, da win ha da eoul, na re gentañ-ganet da loened bras ha da loened bihan, na da aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, na da brofoù a-youl-vat, nag ar profoù savet eus da zaouarn.
Eno e tegasot ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, hoc'h aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, ho profoù a-youl-vat, re gentañ-ganet ho loened bras hag ho loened bihan.
hag e ri gouel ar sizhunioù d'an AOTROU da Zoue, o kinnig eus da zorn ur prof a-youl-vat, hervez m'en devo benniget ac'hanout an AOTROU da Zoue.