Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 22:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 a ginnigo ur par disi a-douez ar saout, an oaned pe ar givri, evit ma vo degemeret.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 22:19
21 Referencias Cruzadas  

Bez' ho po un oan disi, ur par, ganet er bloaz. E gemer a reot a-douez an deñved pe a-douez ar givri.


Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa raio unan bennak ac’hanoc’h ur prof d’an AOTROU, e raio e brof eus al loened, loened bras pe loened bihan.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Pep den en devo ur si ne dostaio ket, un den dall, pe kamm, pe gant ar fri togn, pe gant un ezel distumm,


Mar degas un oan evel prof evit an aberzh-dic’haouiñ, e tegaso ur barez disi.


E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.


Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.


o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.


Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.


Degaset hoc’h eus din an den-se evel m’en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc’h, ne’m eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ.


Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet.


Ar c’hantener, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.


Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc’h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c’hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.


M'en deus ur si bennak, mard eo kamm pe dall, mar en deus ur si fall all, n'aberzhi ket anezhañ d'an AOTROU da Zoue.


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


met dre wad prizius Krist, evel hini eus un oan dinamm ha didarch,


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos