Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 22:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Ne ginnigot netra en defe ur si, rak ne vefe ket degemeret evidoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 22:20
14 Referencias Cruzadas  

Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'ar c'hentañ miz, d'ar c'hentañ deiz eus ar miz, e kemeri ur c'hole yaouank disi, evit glanaat ar santual.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Ne ginnigot ket d’an AOTROU ul loen m’eo bet gwasket pe friket pe tennet pe troc’het e gelloù, ne brofot ket un hevelep loen en ho pro.


Ne gemerot ket eus daouarn an diavaezidi un hevelep loen evit e ginnig evel boued ho Toue, rak e namm a zo ur si ennañ, ha ne vo ket degemeret.


Pa ginnig unan bennak un aberzh a drugarekadennoù, mar kinnig ul loen bras, par pe parez, e kinnigo unan disi dirak an AOTROU.


Mar kinnig ul loen bihan, par pe parez, evit aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e kinnigo unan disi.


Ha pa zegasit evit un aberzh ul loen dall, ha n'eus ket droug e kement-se? Ha pa zegasit unan kamm pe klañv, ha n'eus ket droug e kement-se? Kinnig-eñ da'z kouarnour! Hag anaoudek e vo ez keñver, pe da zegemeri mat? eme AOTROU an armeoù.


Setu ur reolenn eus al lezenn en deus gourc'hemennet an AOTROU o lavarout: Komz da vibien Israel, ma tegasint dit ur vuoc'h rous, didarch ha disi, ha n'he defe ket douget ar yev.


Kinnig a reot ul loskaberzh d'an AOTROU, ur c'hwezh dudius: ur c'hole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,


M'en deus ur si bennak, mard eo kamm pe dall, mar en deus ur si fall all, n'aberzhi ket anezhañ d'an AOTROU da Zoue.


N'aberzhi ket d'an AOTROU da Zoue ur c'hole pe un oan en defe ur si bennak pe a vefe distumm, rak un euzhusted e vefe d'an AOTROU da Zoue.


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


met dre wad prizius Krist, evel hini eus un oan dinamm ha didarch,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos