Ar vaouez-mañ a goñsevas, hag e kasas d'henn diskleriañ da Zavid o lavarout: Brazez on.
Leviegezh 20:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar gra un den avoultriezh gant gwreg unan all, mar gra avoultriezh gant gwreg e nesañ, an avoultrer hag an avoultrerez a vo lakaet d’ar marv. |
Ar vaouez-mañ a goñsevas, hag e kasas d'henn diskleriañ da Zavid o lavarout: Brazez on.
Neuze e lavaras David da Natan: Pec'het em eus dirak an AOTROU! Hag e lavaras Natan da Zavid: An AOTROU en deus pellaet da bec'hed, ne varvi ket,
Rak kement-se a zo un drougiezh rakprederiet, un direizhder kastizet gant ar varnerien,
Mard eo bet va c'halon touellet gant ur vaouez, mard on bet o c'hedal e-kichen dor va nesañ,
Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keñver gwreg ho yaouankiz.
mar en deus bet ur gwaz darempred reizhel ganti ha ma vefe an dra kuzhet da zaoulagad he fried, mard eo en em saotret e kuzh, hep test en hec'h enep hag hep bezañ souprenet,