Den n'eo uheloc'h en ti-mañ egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiñ ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue?
Met David a voe tamallet en e galon goude m'en doa niveret ar bobl, hag e lavaras David d'an AOTROU: Graet em eus ur pec'hed bras oc'h ober an dra-se, ha bremañ, o AOTROU, pardon me az ped direizhder da servijer, rak graet em eus evel un diskiant!
David, o welout an ael a skoe war ar bobl, a gomzas ouzh an AOTROU hag a lavaras: Setu, me am eus pec'het ha graet gwall-fall, met an deñved-mañ, petra o deus graet? Ra vo da zorn warnon, me az ped, ha war di va zad.
Pa glevas ar roue komzoù an den Doue a grie a-enep aoter Betel, Jeroboam a astennas e zorn dreist an aoter o lavarout: Krogit ennañ! Hag an dorn en doa astennet etrezek ennañ a zeuas disec'het, ha ne oa ket evit e zistreiñ d'e gavout.
Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!
Neuze e kasas etrezek ennañ un ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den, a bignas d'e gavout. Ha setu, en em zalc'he war lein ar menez. An ofiser a lavaras dezhañ: Den Doue, ar roue en deus lavaret: Diskenn!
Ha David a lavaras da Zoue: Graet em eus ur pec'hed bras oc'h ober an dra-se. Ha bremañ, me az ped, lam direizhder da servijer, rak ent-diskiant em eus en em renet.
Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e lakaas anezhañ en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.
Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.
Pec'het em eus a-enep dit, a-enep dit-te da-unan, hag em eus graet ar pezh a zo fall dirak da zaoulagad, en doare ma vi reizh pa gomzi, didamall pa varni.
Ne'c'h eus ket prenet din, evit arc'hant, korz-frondus, ne'c'h eus ket leuniet ac'hanon gant druzoni da aberzhoù, met va bec'hiet ec'h eus en abeg da'z pec'hedoù, va skuizhet ec'h eus gant da zireizhder.
Hemañ a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar re en em zalc'he dirazañ: Lamit e zilhad lous diwarnañ. Hag e lavaras: Gwel, graet em eus da'z tireizhder mont kuit diwarnout, hag e wiskan ac'hanout gant dilhad kaer.
Ar publikan, oc’h en em zerc’hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d’an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her!
rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.
Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad
Saül a lavaras da Samuel: Sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU , hag ez on aet dre an hent m'en deus va c'haset an AOTROU warnañ, degaset em eus Agag roue Amalek, hag em eus lakaet da verz an Amalekited.
Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.