Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 12:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 koulskoude, dre ma ec'h eus roet da enebourien an AOTROU lec'h da vallozhiñ gant an dra-se, ar mab a zo bet ganet dit a varvo a-dra-sur.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 12:14
16 Referencias Cruzadas  

Ha Natan a zistroas d'e di. Hag an AOTROU a skoas war ar bugel he doa ganet gwreg Uri da Zavid, hag e teuas da vezañ gwall-glañv.


Hag e lavaris: Ar pezh a rit n'eo ket mat. Ha ne fell ket deoc'h kerzhout e doujañs hon Doue, kentoc'h eget bezañ dismegañset dre ar broadoù hon enebourien?


O Doue! Anavezout a rez va follentez, va faotoù n'int ket kuzhet ouzhit.


betek pegoulz, o Doue, e tismegañso ar gwasker, hag e tisprizo hep paouez an enebour da anv?


Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn,


AOTROU hon Doue, o respontet ec'h eus. Bet out evito un Doue a bardon, en ur ober veñjañs eus o fec'hedoù.


Ha bremañ petra am eus d'ober amañ, eme an AOTROU, pa'z eo bet tapet kuit va fobl evit netra? Ar re a ren warno a laosk kriadennoù, eme an AOTROU, ha va anv a zo dismegañset dibaouez, bemdez.


Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.


Gwalleur d’ar bed abalamour d’an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d’an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.


Rak anv Doue a zo mezhekaet e-touez ar baganed en abeg deoc’h, evel ma’z eo kement-se skrivet.


Met pa’z omp barnet, omp kastizet gant an Aotrou, evit na vimp ket kondaonet asambles gant ar bed.


rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantañ.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos